Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
42
KLENVED AR MEDALENNOU

forz, red eo d’in anzav ouzin va-unan ez eo ar « politik » eun dra « difesoun », ha n’eo mat nemet da lakat tud, mignoned a-hend-all, d’en em zebri, da vont en egar an eil ouz egile ha, paneve va medalen, n’eo ket me a vefe sod a-walc’h… Mad ! Breman p’emoun va-unan, deomp da… (Trouz gant unan-bennak o skei war an nor).

Mouez Herve Goz an Ti-all. — Pep ! pep ! den ebet ?

Fistoulik

(En eur zellet dre doull an alc’houez). Piou adarre ?… Oh ! siouaz ! Herve-Goz an Ti-all o tout da derri va fenn d’i, gant e deod gouest da vouzara tud !

Mouez Herve-Goz

Den ebet aman ? Hag eat eo an dud da gousket ?

Fistoulik, a vouez izel

Gortoz, tonton Herve, mont a ran da lavaret da Fanchik-Fall dont d’en em emellout ouzit.

Mont a ra en eur redek en tu all, hag e klever anezan o lavaret d’e vevel :

Fanchik-Fall, kerz buhan da zigeri da Herve an ti-all, rak anez e teuio abenn da derri an nor. Ha kerz buhan !…


————
PEVARE DIVIZ


Fanchik-Fall, Herve-Goz an Ti-all


Fanchik-Fall, o tigeri an nor

Gwelomp petra ’glask heman c’hoaz.

Herve-Goz

(O tont en ti, harpet war eur penn-baz). Doue r’ho pennigo !