an arc’hant a deu eus perz ar « prefet ». (Fistoulik o klask mont en tu-all). — Selaou ta, Fistoulik.
N’eo ket skuiza ganeoc’h a ran, Skouarnek, mes mall bras eo ganin mont da welet penoz ema an traou gant plac’h-bras « Hotel ar Yod », gant aoun e tizonjfe eun draïg-bennak… Ha neuze en abardaez-man e c’hellimp c’hoaz kaketal hor gwalc’h. Kenavo, Skouarnek…
Ya, ya, kenavo bremaïk ! (hag er-meaz).
N’eo ket re abred ! Great e oa va zonj ganin e vije chommet aze da ober gwriziou e-barz al leur-zi !
Hep ! Fistoulik, selaou ’ta !
Petra zo torret adarre ?
Amzer fall a zo da gaout, a-barz pell ac’han, rak en eur zont aman e oa eur vran war an hent, ha breman e welan ar person du-hont. Amzer fall a zo da gaout !…
E c’helfe beza, ha kenavo ! (Serret an nor gantan). — Nag a randonerez ! gouest da lakat ar furra den da zodi !… Gant tud a zo e ranker kaout
amzer da goll ha madelez da zispign… N’eus
4.