Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/48

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
40
KLENVED AR MEDALENNOU


Fistoulik

Ha petra ho pefe evit poania da zikour ar « parti » ?

Ar Skouarnek

Nebeut awalc’h a draou : Droch en deus prenet diou varikennad gwin, hag a wechou e ro d’in eun tanva. Mat a-walc'h eo ar gwin, nemet blaz ar re nebeut a zo gantan. A-wechou all, d’ar zul da noz, e vezan pedet da fest ar yar, gant Keben. gwreg ar mear.

Fistoulik

Ha me n’oun ket bet morse pedet, kemend-all a roan-me da lounka koulz da Zroch eget da Geben !

Ar Skouarnek

Droch a lavar a-wechou en defe diegi o tigemeret ac’hanoc'h en e di, abalamour d’ho poutou-koad, koc’h-saoud oute alies !

Fistoulik

Ar wirionez eo a-wechou. Droch a c’hellfe koulskoude diverrât e deod, rak pep gwirionez n’eo ket mat na da lavaret na da glevet. Mes peoc’h hirio !

Ar Skouarnek

Ar pez gwella ’gavan eo kaout digant ar « Prefet » a-wechou kant lur, a-wechou daou ; betek tri c’hant lur am eus bet evit votadeg hon « depute » Baraz.

Fistoulik

Digant Baraz ?

Ar Skouarnek

Tra ! Tra ! Baraz e-unan a zo re biz. Nemet komzou flour ha melus n’em eus bet ken digantan ;