Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
44
KLENVED AR MEDALENNOU

rok an tamm anezi, eur goz « Vari Beg-arok ha Fri-furch ». Ne c’heller ket koms bemdez outi, mar plij ganeoc’h. Hag evit Marianna Kervarc’h, mar karfe terri nebeutoc’h a fritadennou viou, ne’z afe ket he stal da netra evel breman. Pa vezo mad an avel a du, Fanchik, n’e teus ket nemet sonjal a belec’h e tinij ar c’houez-vad !…

Fanchik-Fall

N’eo ket skuiza ran ganeoc’h, mez bremaïk e vo Fistoulik oc’h hopal warnoun, rak labour a zo hirio n’eus forz pegement.

Herve-Goz

Oh ! gwir a-walc’h e c’hellfes lavaret, da vestr a dle hopal. Sell ’ta, pôtr paour, daoust ha n’e teus ket klevet hano diwar benn « Santig », mab an Hostiz-teo, an hini a oa war ar studi da vont da veleg ?

Fanchik-Fall

Nan avad, petra c’hoarvez gantan ? Daoust hag-en ne vefe ket yac’h a-walc'h ?

Herve-Goz

Yac’h a-walc’h, hennez ! ne deo nemet re yac’h, siouaz ! Ar sklavakoun-ze ! Me am eus klevet en deus taolet a gostez leoriou ha sae-zu, ha lavaret kenavo d’ar velegiach, evit mont da fusta bro, eun tu bennak du-ze war-dro Pariz. N’eo ket mat lavaret traou eus an dud, gouzout a ran ; mes va c’hreden eo bet evit ar wech e trofe hennez da fall ! Asa ! pa’n em gave ganin, a-boan ma respounte ouzin ; ne oan ket evit klevout netra digantan.

Fanchik-Fall

Marteze eo eat da welet kerent pe vignoned ?