vezo er foz, hanter-varo gant o c’hofad, hag a gousko eno epad o nozvez, evel eur penmoc’h, (resped d’eoc’h), nemet dont a rafe ar wreg d’o c’herc’hat d’ar gear ; an dra-ze ne ra netra, gant ma ’z omp deut abenn da dapout o mouez diganto. Mouez ar mezvier zo enni kement a bouez hag hini n’eus forz piou, ha pa vefe ar mestr-skol, pe ar person !…
Evit kaout an tu war-c’horre, ma n’eo ket awalc’h al « lagout » nag an taoliou daouarn evit dont abenn, neuze eun dra all zo red. Neuze arabad kaout aoun da laerez moueziou endra ma c’hellomp. Me ha va zud, ugent vloaz zo e vijemp bet stlapet er meaz, ar votez en bor penn-adrenv en eun tu bennak dindan ar c'hein !… Sell ! Droch, ar mear aman, me zo sur n’en deus ket morse eur c’hard eus moueziou ar barrez : me, me eo an hini a daol er voest bilheji e listen, a zornadou, hag a frap er-meaz ar moueziou a-enep !…
Koulskoude ive, Skouarnek !…
Aze n’eus netra ebet da lavaret. Red eo sikour ar « parti », hor c’hostezen, e doare pe zoare, e « mod pe vod », hag an doare ar gwella, ar furra, ar surra, ma n’eo ket an enorusa, eo laerez ar moueziou. Na gwelet na klevet, hag ar stal zo great ! Setu e lavaran d’eoc’h ar pez am eus great betek an taol diweza ; er wech-man c’hoaz, da greisteiz, e oan da vad adarre o poania da glask tenna bilheji er-meaz eus ar voest pa zigouezas…
Ar c’hure ?