Sell ’ta ! Kenta klevout, Skouarnek, ha penoz traou evelse ?
N’eo ket dies ober. Gant diou vrochen da ober stamm, pe gant va fluen, pe gant n’eus forz petra, e tennen bilheji er-meaz, eun toullad ; hag, en o zouez, ar re a blije d’in a vije taolet en-dro en toull, hagar re-all, kuit er-meaz da bourmen…
O ! Skouarnek, ha koustianz ive ?
Koustianz ? Koustianz ? Geriou, ha nemet geriou goullo, netra dindanno ; n’eo ket evel bara, kig, krampouez, « lagout » ; ar re-ze a zo ouspenn geriou !
Ya, al « lagout » da vihana ! — Ha neuze gant ma c’heller digouezout, n’eus forz dre be hent, n’eo ket, Skouarnek ?
Me ’gav d’in, Fistoulik… Dont a-benn, eno ’ma an dalc’h, hag eno nepken ; gra ar pez a gari, er c’hiz mar kari, gant ma teui a-benn eus da daol ; evit ar votadeg, dreist pep tra, kement-se zo gwir. Evit kaout an tu gounid, arabad krena evit savarat, bleujal, skei zoken ; arabad skrija na heugi evit paea « lagout », « odivi » pe « stodmarc'h » egiz ma kari henvel an ampoezoun melen ze, evit leunia o bariken d’ar roullerien, hag o c’harga betek ar beg, ken na deuio er-meaz dre ar fri hag an diouskouarn mar bez red. Meur a hini a c’hour-