Oh ! kredi a-walc’h a rafen ; Skouarnek paour. Ha koulskoude petra an diaoul en deus ar person da damallout d’eoc’h, c’houi hag a weler « bep sul, bep gouel en oferen ».
Gwir eo e chommit e-tal ar pinsin dour biniget ; evit beza primoc’h er-meaz. Gwir eo ive, e-doug ar zermon ez it gant eun toullad lakizien all da c’hlaouri dirak chopinadou an hostizien. Mes eun dra gaer c’hoaz, kement-se ; eun dra gaer ! War gement-se, tanfouich, ma n’oun ket bet gwelloc’h, ha koulskoude me zo deut mad d’ar person, mad eus ar gwella ; mes d’ar c'hure ne lavaran ket.
Mar kerit me lavaro d’eoc’h ar rak hag ar perak. Pa vez ar veleien o kestal, alies em eus klevet diganeoc’h e roït d’ar person eur c’hroueriad mat a winiz, eur pez daou skoed, hag eur banne hini-mat, elec’h ar c'hure…
Oh, ar c’hure ? Pa deu hennez aman, e kav bep gwech fas koad ha dor brennet.
Ha neuze, peoc’h war ar c’hure. Ah, setu aze eun ibilh ! Daoust ha n’en deus ket laket en e benn en em emellout eus ar « politik » ? Ha brao c’hoaz. kant sac’had malloziou !
D’ar votadeg diweza, Fistoulik, ez oun bet devet gantan. Evel kustum, da vare kreisteiz, ne jomme nemedoun war-dro ar voest ; ha bep taol e oan boazet da denna er-meaz diouti teir pe beder dousennig bilheji a-enep d’eomp.