Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18
KLENVED AR MEDALENNOU

eo na pegement a dud a glever o wall-goms anezan.

Jakou

Oh ! Lez da vale ! N’eus forz penoz, ne lavarer ket diwar e benn an hanter eus an droug a dlefed lavaret, rak ar Gouarnamant, (n’eo ket drouk-lavaret eo a ran eus an hini a ro bara d’in), mes hennez eo ar falla mestr a c’heller da gaout.

Fanchik-Fall

Ar vistri-all n’int ket kalz gwelloc’h kennebeut. Mes piou eo ar Gouarnamant ?

Jakou

Ha me oar, me ? Lod a lavar eo an holl : Per, Yan, Herve… Me gred, ar Gouarnamant a zo eur c’horf divalo ha ne gaver nemet pennou d’ezan, n’ouzer ket pegement, avad. Ya, pa vez eun draïg bennak da lipat ! Mes, a-hend-all, pa vez eun dra bennak da zelaou, pe da welet, ar Gouarnamant a zo eun aotrou bouzar-gloc’h, hep diskouarn marteze, eun aotrou dall-put, ha ganet hep daoulagad, piou oar ! Pa vez red bale, eo kamm, hep gallout flach na finval. Pa vez da gaout, oh ! neuze eo doun ha ledan e c’hodellou ; mes pa vez da roi, n’en deus mui na dorn na godel. En eur ger, ne gaver ar Gouarnamant nemet evit ober droug ouzoc’h, morse evit ober vad ; evit ober vad d’ezan e-unan ne lavaran ket !

Fanchik-Fall

Mez e pelec’h erna an aotrou-ze o chomm ?

Jakou

An aotrou Gouarnamant, pe gentoc’h an aotrounez Gouarnamant, rak piou oar ped a zo anezo ? Lavaret a ran d’it, Fanchik-Fall, ar re-ze zo