Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17
KLENVED AR MEDALENNOU

piou o koms gant an aotrou person. Ha dioc’htu, krak ! ez oun bet diskuilhet, ha kaset va hano da Gemper, da gaout ar « Prefet », Hag an tammig kresk a dleen da gaout war va faeamant a benn ar bloaz neyez a zo chommet a-drenv, siouaz d’am yalc’h louedet !

Fanchik-Fall

Ya, ya ! Dek gwech evit eur wech em eus klevet ar zorc’hen-ze diganit. Mes deus tre en ti e-lec’h chomm aze toull an nor, o korronki gant an avel da gonta randonerez mam-goz. Lavar dvin ’ta penoz emout ganti.

Jakou

Me ? Penoz emoun ganti ? Etre fall ha mat, pe ma karez gwelloc’h, dalc’hmad etre mont ha dont. Va divesker, va breur paour, ar re-ze eo ar gwasa evidoun. An hi ni gleiz, hounnez a zo o laza ac’hanon. Va gwreg, skuiz o klevet ac'hanon ato klem-diglem, ne ra nemet terri va fenn d’in ha bouzara va diouskouarn o klask lakat ac’hanon da c’houlen eun devez bennak da ziskuiza. Ya, mes, me oar re vad, pa garin klemm pe goulen eun dra bennak, e vezo lavaret d’in mont da bourmen. Ha c’hoaz va brasa aoun eo na vefe diframmet va zammig bara diganin eus tre va ginou,

Fanchik-Fall

Alo ! Alo ! Jakou, paour kez Jakou, ha piou a gav d’it en defe ar galon da ober kemend-all d’it ? Den ebet n’en defe eun hevelep krizder.

Jakou

Nan, den ebet ne rafe, mes ar Gouarnamant ne lavaran ket !

Fanchik-Fall

Ar Gouarnamant, ar Gouarnamant ! Eun eston