Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16
KLENVED AR MEDALENNOU

« Post » dec’h e Kemper. Aoun am eus na vefe ket digouezet er mintin-man gant ar Fistoulik… Na me zo eun den, kement-se ; ne ket eun hanter-bugel ez oun ! Sinet em eus al lizer e hano hon « depute » Baraz ; hag ar Fistoulik Beg-bras, sod da staga, ha klanv da vervel gant klenved c’hoant kaout eur penn ruban, a lounko hag a zebro kement am eus laket war al lizer. Oh ! mall zo ganin da welet penoz e troio an traou… Piou oar ive ? Deut eo al lizer, pe n’eo ket ? Deut eo sur a-walc’h, rak setu aman kazeten ar mestr war an daol… Ar gazeten liou ruz-tan !… Sell ’ta, n’eo ket pôtr al liziri a welan o tremen dre aze ? (Mont a ra d’ar prenestr). Hep ! Jakou, Jakou ! — Mouez Jakou : Hag a nevez ? Eul lizer da gas d’an toull ?

Fanchik-Fall

Deus ato, Jakou, deus betek aman, deus ’ta.


————
PEMPED DIVIZ


Fanchik-Fall, Jakou


Jakou, o c’hourzigeri an nor

N’eus nemedout, Fanchik-Fall ?

Fanchik-Fall

Deus ’ta, Jakou, deus ’ta, pôtr. Ha penoz emout ganti ? War wellât pe war fallât ? Deus 'ta pa lavaran d’it ; n’eus nemedoun aman.

Jakou, e-tal an nor

Hum ! Gwelloc’h eo beza sur da genta, gouzout a rez. Warlene e oan bet gwelet n’ouzoun dare gant