Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/23

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15
KLENVED AR MEDALENNOU


Fanchik-Fall

Petra ? Piou ? Me ?… N’ouzoun netra, Lom baour, ha n’em eus klevet seurt ebet.

Lom Bitous

Nan ?… Marteze a-walc’h n’ouzout ket ive, p’eo gwir e lavarez. Koulskoude eus pelec’h emout o tistrei ?

Fanchik-Fall

Du hont oun bet o kovez gant plac’h ar person.

Lom Bitous

Hag out chommet berr, me lakfe, da gaout an absolven. Arabad d’it mouzat evit kement-se, va fôtr ; ha deomp da garga bep a werennadig, p’eo gwir ez oun mestr war an alc’houez. Klask diou weren dre aze, epad ma vezin-me oc’h ober va zro er c’hao o kerc’hat eur voutailhad hini mat. — Doubleviou ! E pelec’h em eus laket an alc’houez benniget ? Han ! Koulskoude ! Ne c’hellan ket kredi em beze debret ha lounket anezan, rak panefe-ze am bije poan-gof gantan !… Ah ! sac’h ar zoner ! Sell hag hen aman ! — Gortoz, pe vezin ket seizdaletoc'h gant va zro. (Mont a ra kuit, hag e klever anezan o c’hwitellat ton ar « Zouben al Leaz ».)

Fanchik-Fall, e-unan

Mad ! Evomp ato eus gwin ar mestr da c’hortoz c’hoarzin diwar e bouez en abardaez-man — N’eus forz, me garfe gouzout peseurt digemer en deus great ar Fistoulik d’al lizer hon deus kaset d’ezan. Al lizer a zo great mat, p’eo gwir ganin-me eo skrivet, ha va mignon Mazo an Treut, mevel an aotrou Yan Avalou, en deus taolet anezan e toull ar