Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14
KLENVED AR MEDALENNOU

e c’hellimp gwelet an dra-ze : eun devez bennak a zo, em eus klevet an aotrou Fistoulik o lavaret d’e genderv, Yan Avalou, e kave d’ezan en doa re gant daou vevel ha penoz ne zalc’hje nemet an hini a blijfe ar muia d’ezan. Gwelet a rimp piou ac’hanomp hon-daou a c’hounezo.

Fanchik-Fall

Ya, gwelet a rimp ! An hini a gollo a baeo d’egile eur flipaden pewar gwenneg.

Lom Bitous

Ha sell ! E pelec’h ema va zammig envor ganin ? Pa glevan ac’hanout o komz eus flipadennou, e teu sonj d’in. Ar mestr, arôk trei kein, en deus gourc’hemennet d’in roi eur flipadennig eus e win mat da gement-hini a deuje en ti. Te, Fanchik-Fall, eo ar c'henta deut. Greomp ar peoc’h, ha deus da danva gwin ar mestr… An alc’houez a zo lezet ganin.

Fanchik-Fall

Penoz ? ar mestr peurvuia ken disfizius, ken piz, ken tost ouz e draou hag e arc'hant, en deus lezet ganit alc’houez ar gwin ?

Lom Bitous

Ya, red eo lavaret e vefe eat e dammig spered da c’haloupat bro, ha kollet e dammig penn gantan, ar paour kez aotrou.

Fanchik-Fall

Pe marteze c’hoaz ez eus deut eun nevezenti, eur c’helou mat bennak betek ennan hag a ra d’ezan diliamma e yalc’h.

Lom Bitous

Te oar eun dra bennak, Fanchik-Fall ? Gant piou ha petra a teus klevet ?