Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Klenved ar medalennou, 1908.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19
KLENVED AR MEDALENNOU

laboused treut hag e kaver anezo e pep lec’h ma ’zeus eun dra bennak da grignat. Alies, da vare kala-goanv, en eur ober va zroiou war ar maez dre aze, e welan ar brini-du-torch-pod o tiskenn war ar parkeier nevez-hadet, hag o krabat-diskrabat an tachennadou ken na c’hellont dont a-benn da denna ar greun war c’horre ; arabad d’it kredi e tiskennfe ar brini-ze war an hent bras pe e-barz al lanneg ! Mad ! Laboused treut ar Gouarnamant a gaver ive e kement lec’h ma c’hellont kaout da ziskrabat, mes eno hepken : arabad e kollfent o foan, ar re-ze !

Fanchik-Fall

N’out ket gwall-dener outo, Jakou ; ha me garfe anaout al laboused-ze. Daoust ha dre aman n’eus ket anezo ? Peseurt liou o deus ?

Jakou

Dre aman zo sur anezo ; mes klask anezo, o c’haout, o diskuilh, aze eman an dalc’h ! Rak al laboused-ze o deus a bep seurt liou : koulskoude ar re liou-ruz eo ar stanka. Mez an neb en deus c’hoant e gwirionez d’o dizoloï, hennez a alian anezan d’o c’hlask e tu ar boued.

Fanchik-Fall

Dizoloet zo bet unan bennak ganit ?

Jakou

Ah ! kement-se eo va stal. Te oar, me n’hellan ket flepat a zeou, a gleiz : an nep a zo eveldon dindan ar Gouarnamant ne c’hello morse bale re eün, re zoun. Morse, a dreist-all, ne c’hello lavaret re nebeut a gomzou. Ha peurliesa, elec’h digeri e c’henou, e vefe gwelloc’h d’ezan, ober eur skoulm pe zaou war beg e deod ; pe ma ’n deus arc’hant, prena eur potailh, da gloza e vuzellou.