Mont d’an endalc’had

Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/185

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Abaoe ma ’z eo bed ar bed,
Teod ar wreg ne jench tamm ebet :
Nemet he broz a ra bepred !

Eur zulvez d’an abardaez, e oa e « park ar C'houiled » ha Katell, Jefig, Seza ha Marianna, Berc’hed, Jantonig hag an holl re all, breuriez dibrez an Teodou-Lardet en he fez ! — Breuriez am eus lavaret, C'hoariez a vefe dleetoc’h hag a galz ! — Kuzul a oa dalc’het, hag en eur vouez, e oa barnet ha diskleriet da gement a gare selaou ha d’ar re all ivez, penaos « park ar C'houiled » ne vije ket a biz bihan ennan, abalamour ma oa sorset an had ! Ha sorset gant piou ? Kerzit da c’houzout ! ! !

An holl a oar eun dra sorset a rank beza distrobinellet gant eun eil sorser galloudekoc'h. Renerez an Teodou-Lardet a oa karget dioustu da vont da Vro ar Roc’h, pe war-dro, da gaout eur sorserez vrudet a gelenne du-hont, ha da glevet digant ar Wrac’h koz kement a oa red ober evit dizamma an dud kêz-ze, Glaodina a-dreist holl, eun druez breman he gwelet ken nec’het edo-hi.

Eiz real e koustas ar c’huzul d’ezi : ne oa ket re ger c’hoaz, rak ma ne oa ket diskuilhet d’ezi dioustu hano sorser ar piz bihan, da vihana lavaret e oa grons e oa heman eur gwaz, ha ne oa na karet na prizet gant den er vro, hag ouspenn-ze mont a rafe ar sorser an deiz war-lerc’h betek ti Tougn !

Ne oa adarre nemet eur vouez e Breuriez dibrez an Teodou-Lardet : red e oa d’an holl izili en em voda antronoz e kear Tougn, ha, pa zigouezfe an hailhon strobineller, an holl gant