Hogen, pemzek deiz goude, piz bihan Plougastel a oa deut er-meaz, hag a zave o c’hlipennou, hag o renkennadou eeun a c’hlaze ar parkeier. Ne oa nemet « park ar C'houiled » ha na c’hlaze ket… mouzet emichans !
— Eman da biz bihan war-lerc’h, Tougn !
— Lez anezo da labourat a-zindan : gwelloc'h eo.
An amezeien a lakeas skourrou d’o re ; met piz Tougn ne zivorfilent ket, kaer ’oa o gortoz.
— Na pegen divezat int ! eme Gloadina.
— Marteze ar ouenn eo a ra ! eme ar gwaz.
Met setu aze piz an amezeien a zo e bleun, « park ar C'houiled » a zo c’hoaz noaz ha kraz e zouar. Biskoaz kemend-all ! Petra c’hoari ganto, ar piz daonet-ze ?…
Tougn a skrabe e benn, moarvad diouz an tu n’en doa ket debron ; ha Glaodina gêz ne bade mui war he zreid.
Hep dale, ne oa ken hano nemet ouz Tougn hag e biz : Plougastel a-bez en em emelle outo ; ha bemdez e tirede tud da welet « park ar C'houiled ». An aotrou Sparfel a-dreist holl a oa nec’het… abalamonr d’an hucher.
Ar vrud a redas eun devez e vije kavet, en eur ziskraba an antchou, viou aered e-lec’h had piz : ar merc’hed a-dreist holl, ezomm ebet d’hel lavaret, eo e kerze ar gwasa o latenn en-dro ! Pebez plip ! plep ! plap ! gouest a-walc’h da vouzara an holl zent mein — laeron, ifern, hag all — a zo en-dro da Galvar Plougastel ! Ha n’eo ket eston, rak