Pajenn:Crocq - Eur zachad marvailhou.djvu/186

Eus Wikimammenn
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

peb a vod lann a zailhfe hag a blantfe gantan eur c’houëz ken na zavfe c’houez an deiz diwarnan.

Antronoz an holl gwragez a oa o c’hortoz hag o bodou lann ivez :

-— Deus ’ta, sorser ! Ha ni ’zesko d’it son al lann !…

Tougn, bec’h d’ezan mirout da c’hoarzin, a venn lonka e deod evit tevel ! Kaout a reas e du da vont d’ar vourc’h ha da gonta da Veskenneg kement a dremene. Hag o daou e c'hoarzent leun o chupenn, pa weljont an aotrou Sparfel, au uzulier divalo, o tont etrezeg enno.

— Frap ganit, Tougn, ha troc’h kuit d’ar gear, ha gra peoc’h ; eman kavet an tu warnan… Dilui da zivesker, paotr !

— Petra ’c’hoari gant Tougn, kemener ? eme ar fri-kaouenn o tigouezout gant Beskenneg. Prez ’zo warnan, diamik, e-giz pa vije etre lost ha reor an diaoul. Ha koulskoude c’hoarzin a ra, dreo e benn !

— Laouen eo sur, aotrou Sparfel, ha lec’h da veza en deus…

— Han ! han !… Hag a nevez gantan ?… Heritaj marteze ’zo deut d’ezan ?…

— Heritaj ? Gwelloc’h eo c’hoaz.

— Gwelloc’h, diamik !… Lavar d’in ’ta, kemener.

— Ya da ! Lodenna ar voul ganto, n’eus ket da zislavaret !