Mont d’an endalc’had

Pajenn:Congres celtique international.djvu/516

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


BENNOZ EUR MANER NEVEZ,

Gand I.-W. HERRI, Belek.

————

Bennoz Doue war ann ti-man !
Bennoz ann dud a zo gant-han.

Bennoz d’ann tad, bennoz d’ar vamm
Ha d’ar vugale iaouank-flamm !

Ra vent henvel ouz mamm ha tad,
Hag anezho eunn tiad mad !

Me well ann dachen o c’hlaza
Hag ar bodennou o vleunia :

Lec’h m’oa lennad e sav lili,
Lec’h m’oa askol, rozinili.

Gwez a bep sort, gwez a bep liou,
A skoulm entre-z-ho ho deliou.

Lod a rei disheol d’ann dud skuiz,
Lod a rei frouez d’ar beorien geiz.

Gwez a bep koat, frouez a bep bro ;
Hag eur c’harz kelen tro-war-dro.

Lec’h m’oa nemet lann ha raden
Eur burzud eo gwelet dour lenn,

Dour-lenn d’ar raned da raka…
Gwin koz d'ar barzik da gana.


————