Mont d’an endalc’had

Pajenn:Clech Intaon al lochenn.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 2 —


Neuse va fautret a veo bras,
Barrek da labourad un dachenn,
Em c’hozni mên a hallo c’hoas
Beza hevrus ebars em lochenn.

Hevrus meurbed me n’em gavo
P’ho goëlin ho c’hounit ho bara,
Neuze pa deuïo ar maro
Eus ar vuez-mân d’am dilivra,
Va minnionet am enterro
Gant va fried pe en e c’hichenn,
A va bugale a ranno
Va zam tieghès a va lochenn.


————


KOLLADENN HE VAM,
PE MOUMOUN HE VAM.


————


Un autrou bras demeus a Frans,
Den a vadou, den a noblans,
En devo eur mab eus ar guëlla,
Penner ïaouank c’huëc’h pe seïz vloa ;
Pautrik beo bras ha corf grèt mad,
Lem a speret hak a lagad,
Chautou poudek, eb krina tam,
Evel ar ros, rus, guenn ha flam.
Karantezus ha paut seder,
Skeldr a vouës a mestr kauséer.
Gant neubeutoc’h a siou mad
Eur mab a charmjè mam a tad.
Evel-se ivez he voa karet
Ar mab ïaouank hak admiret.
Nak a beurs tad nak a beurs mam
Eus a netra n’enn dije blam,
Leset he voa da heuill he benn
Evel ma vez eur golladen.

Un deiz couseoude ec’h arruas
Tra na voa arruët biskoas,
Ma rankas an tad kontrolia
He vab, hak hen humilia.