Mont d’an endalc’had

Pajenn:Clech Intaon al lochenn.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 3 —



N’eus mar abed Eskop ar vro,
Ho veza deut d’ober he dro
Evit goëlet he eskopti,
A ziskennas hen ho zi,
Ha gant-an kals a gompanniunès,
Tud a ilis ha tud a les.

Goëlad a rèd var fass pephini
Penaus ne voad ket disourssi,
Dre ma tostaë poënt al leïn,
Evit renka kement a dreïn.
An daul a voa hir ha ledan,
Evelkent he voa re vian
Evit gallout lakad ont-hi
Kement-all a dud e zibri.

An autrou pa velas henkter
A zistroas eus he benner
Hak a lavaras : Na vez quet prop
Lakat eus taul gant an Eskop
Eur paut divarv evel dout-te,
Sel mad eus baro an dud-se.
Ha kè da leina, mar keres,
Dar gheghin gant da vagherès.

Ar paut, pa glevas kement-mân,
N’ès ket kals a bostur ennân ;
Ruz he teuas evel ar goad
Betek guënnou he zaoulagat ;
Commans a rès da gunudal,
Prest he voa dija da ïudal.

Ar vam, p’her c’hlevas ho tesoli,
A ziredas d’her c’honsoli.
Tao, emezi, te so paut-mad ;
Neus fors petra lavaro da dad
Te pezo aman un daul vian
Eus p’hini he leini da unan
Kals guëlloc’h evit pa vijès
Eus taul gant ar gompanniunès.
Mad, emezi, savit raktal
Un daul dar paud en traon ar sal,
Ha roit dezan, ma veo kontant,
Kement tra hen deveo c’hoant.
Evel-se he teuas a benn
Da lakad peoc’h er golladenn.