Mont d’an endalc’had

Pajenn:Clech Intaon al lochenn.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


INTAON AL LOCHENN.


————


Er bed-mân nak aour nak arc’hant
N’ho deus biskoas staghet va c’halon ;
N’hont nemert eur c’hès païsant,
Hevrus he voann em c’hondition ;
Mais va fried karantezus
Hirio a gollân, pebès ankenn !
Goëlet a n’hôn ket malhevrus ?
C’huec’h krouadur am eus em lochenn.

D'ar c’houls ma voa beo va frièt,
He furnès a charme va c’halon ;
Va bugale eus va c’hàret,
A roe din konsolation ;
Bep eïl oll he pokenn deze,
Un tad hevrussoc’h na vo bikenn,
Dre ho jestou tenèr bemdè
He voann hevrus ebars em lochenn.

Da vintin, pa zan d’am parkou
Adare da gommans va devès,
He lesan va bugaligou
Eus va zi da ghemerad evès,
Ha da noz, pa deuân en dro,
Evit va distreï eus va ankenn
En em stardont oll var va zro,
D’am c’honsoli ebars em lochenn.

Bras voa va laouënidighès
Pa vijenn er ghèr gant va ziad,
Bremân pa velan va merc’h kès
An dour a deu var va daoulagad ;
Seblantout a ra din bepret
Goëlet he mam dener em c’hichenn,
En despet d’ham c’heus diremet
Hon c’hoas hevrus ebars em lochenn.

O ma c’halfenn eb kaout miser
Sevel ha deski va bugale !
Me a halfè gant ann amser
Fortunia va merc’hik martese ;