voe guelet er prison. Recared breur ar sant, en em gouvertissas gant ar bobl e dad malhurus en defoe queuz ha disesper eus e action barbar ; anaveout a eure ar virionez, mæs an aon rac coll e drôn a ampechas e gonversion
10. Art. Remission ar pec’hejo. |
G. PEtra signifi Remission ar pec’hejo ?
R. Ar buissanç en deus an Ilis digant J. C. da effaci ar pec’hejo.
G. Hac èn so pec’het impardonabl ebet ?
R. Salocroas, n’en deus hini.
G. Petra signifi Resurrection ar c’horfo.
R. Ar resurrection general a aruo en fin ar bed.
G. Petra signifi ar vuez eternel ?
R. Ur vuez all hac a bado biquen.
G. Hac èn-so necesser evit bezàn salvet credi an oll articlo eus ar Gredo ?
R. Ya, ha refus da gredi unan epquen a so aoalc’h evit coll ar fe, ha bezan daonet.
G. Ha nîn so obliget da gredi un dra bennac ouspen ar pes so er Gredo ?
R. Ya, quement a bropos dimp da gredi hon mam santel an Ilis.
G. Gret un act a fe voar an oll articlo eus ar fe generalamant.