Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/87

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
84
Catechis


R. Mên a gred ferm, ô ma Doue,
An oll articlo eus ar fe :
Rac c’hui en deuss-e revelet,
Наc a so guirion pa gomset :
Наc an Ilis a bropos din
Аn articlo-se da gredin.

Remission ar pec’hejo.

Remission ar pec’hejo eo an decvet articl eus ar Gredo, dre beini on fe a lavar dimp penaus an Ilis e deus ar buissanç da effaci ar pec’hejo. Ar buissanç-se a henver ar pouar eus an alc’hue. Inutil eo en em arreti da brouvi en deus roet J. C. ar buissanç d’an Ilis da effaci ar pec’hejo ; un articl eo eus hon fe, sclæramant prouvet en aviel. Mæs evit cavet ar buissanç peini ne apparchant nemet ous successoret an Ebestel, daou dra so necesser. 1°. Bezàn ordrenet Belec hervez lezenno an Ilis. 2°. Bezàn destinet, approuvet pe gasset gant an Ilis.

Dre an defaut eus ar guenta condition, ar re ne dint quet ordrenet gant successoret an Ebestel, n’o deus gouir ebet voar an alc’hueïo, na voar fonction all ebet en Ilis Doue.

Dre an defaut eus an eil condition, an Esquibien, Beleyen schismatic, heretiq, ezcumunuguet, interdiset pe disaprouv, na ellont pardoni ar pec’hejo, ha pa vent bet ordrenet hervez lezen an Ilis ; rac an Ilis ous peini e apparchant da rei ar pouario, ho lem digante. En articl ar maro, hervez certen theologianet, pep Belec Ordrenet en form a ell rei an absolven voar ar gondition ne vezo quet ar penitant coupabl a erreur an hini en absolv. Dangerus eo heuil ar santimant-se gant aon rac bezàn seduiset er