Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/85

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
82
Catechis


HISTOAR.

Hermenegild a voa map da Lenvigild [1] mæstr eus an darn-vuyàn a Spaign, hac eus a Rouantelez ar Visigothet, mæs malhurusamant arien evel ar rest eus ar famil royal. Quemeret a eure evit priet Ingond, merc’h Sigebert, Roue a Franç. Ar Brinces caër-se a voa catholiques. Dre sicour an Escop sant Leandr e convertissas he fried. He zad caër a voe furius a guement se, hac a bersecutas an oll gatholiquet. Hermenegild a eure emigra he fried hac e vugale en Afriq. En em recommandi a eure d’ar soudardet pere en trahissas. Antren a eure en un Ilis ; e dad a gassas d’en cavet Recared e eil map evit en assuri eus e bardon. Ar sant a deu querquent d’en em strinca da daoulin e dad peini en conduas bete e arme. Enno e eure dezàn quitaat e habit royal, en chadenni hac en condui d’an tour eus ar guær a Sevill, goude en ur bassefoss. At sant en em brepar d’ar maro. Pasq a arru : e dad a gass e vete un Escop heretiq arien, evit ma recefse ar gommunion eus e dorn, ha ma c’hantrese dre enno en graç vad e dad. Ar sant goude bezàn rebechet d’an Escop impi hac heretiq e draïtouraich, a lavaras dezàn e voa decidet dre sicour Doue da vervel en catholic, ar pes na elle da ober mar recevje ar gommunion eus e dorn sacrileich. Tad ar sant voar ar rapport eus ar fals Escop, a gommandas mont ractal da vassacri e vap. An dud barbar hac injust pere a sente ous ur seurt urz, a gavas ar sant en peden ; troc’hàn a resont e c’houg gant un taul haich an 13 ebriel 586 ; Doue a eure ractal anaveout ar gloar eus e verzer. Ur gân melodius a voe clevet, hac ur sclærigen celestiel

  1. Da lâret eo : Leovigild. [Notenn gant Wikimammenn]