Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
81
Treguer.

Gorinth. An oll Dado santel, ar C’honcilo a assur oll ar pouar-se en Ilis Doue ; un articl eo eus ar fe. Crenomp eta rac bezàn eacumunuguet. Dre gals a fauto e veriter ar bunition-se. Ar mado spirituel a bere eo privet nep so escumunuguet, eo.

1°. Da gavet lod er pedenno public a ra an Ilis evit ar bobl fidel. Mad ha dleet eo pidi en particulier evit conversion an dud excumunuguet ; mæs na eller na pedi assambles gante, nac evite goude ho maro, mar dint maro dindàn an excumunuguen.

2°. An dud excumunuguet a so privet da administra ha da receo ar sacramancho.

3°. Privet int da assista en ofiç divin exceptet er sarmon catholic.

4°. Privet int a bep commerç gant ar bobl fidel ; da laret eo, ne dleer na coms, na saludi, na pedi, na labourat, na chom assambles, na dibri nac eva gant un eacumunuguet. An necessite, mad spirituel, ar galite a briet, a vuguel, a serviger, an ignoranç a bermet renta deze servich en temporel, anfin evit o c’honversion.

5°. An excumunuguet a so privet eus an douar biniguet goude e varo.

6°. Na ell na choas na bezàn choaset evit be-nefiç ebet.

7°. Privet eo eus ar jurisdiction pe autorite spirituel. Quement on deus laret a ententer eus an excumunuguen vras denoncet ha publiet. Respectomp an Ilis hon mam santel, obeissomp d’e gourc’hemenno, bezomp ferm er fe hac en communion ar sænt, crenomp rac ne vemp er stad eus an excumunuguen.