noncet d’ar fe, ne maïnt quet en comnmunion ar sænt. Mar deo affligeant evite an navet articl-se eus ar Gredo, eo ive meurbet consolant evit piou benac a so mempr eus an Ilis. Pa glevet ur schismatic o lavaret penaus en deus bet an oferen, en em drompl. Ar froez eus ar sacrifiç adorabl, ne deo nemet evit bugale an Ilis. Ne deo quet ar bresanç corporel en un templ materiel a rent dign eus ar sacrifiç ; ar fe, ar galite eus a vugale da Doue ha d’an Ilis eo. N’en deus cas pegueit e alfac’h bezan dious ur Belec catholic, pa lavar an oferen oc’h eus lod er sacrifiç mar d’oc’h chomet mempr eus an Ilis ; rac bezàn ezoc’h en communion ar sænt. Ar pes en defo hadet an den, a vedo, eme ar Speret Santel. Heuillet ar gompaignonez a guerfet, o pezo lod anezi. Groet eta reflexion vad ; mar doc’h en erreur, retornet prompt. An den a so sujet d’en em drompla, ne apparchant nemet ous an diaoul da berseveri en erreur hac er pec’het.
An Excumunuguen eo brassàn poan, brassàn punition a oufe an Ilis da impligea en quever e bugale coupabl. Priva a ra eus an oll pe ur loden eus ar mado spirituel commun entre mempro an Ilis. Bezàn escumunuguet eo bezàn retranchet eus an Ilis hac a gommunion ar sænt.
An Ilis e deus recevet digant J. C. ar pouar da excomunia. Er ch. 18 eus ar memes Aviel Jesus-Christ a ordren ma vezo evitet evel un den gant peini n’en deo quet permetet cavet commerç, an hini goude bezàn avertisset gant an Ilis, na seleo ha ne sent quet outi. Sant Paul en defoa excumunuguet ar libertin incest eus a