Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
68
Catechis


1°. An Ilis triomphant, peini eo ar societe eus ar sænt en gloar ar barados.

2°. An Ilis en poan, peini eo an ineo eus ar purcator.

3°. An Ilis en bresel, da laret eo, hini ar gristenien pere so voar an douar. Honnes so c’hoas composet a daou stad : unan evit enseigni, peini eo ar pap gant an Esquibien, heritourien d’an Ebestel, ha pere o deus carg digant Doue da gonservi ha da brezeg ar fe. Un all evit seleo hac obeissa, peini eo an oll bobl fidel.

Guir Ilis J. C. e deus principalamant pevar c’haracter evit bezàn anaveet, pere ne aparchantont nemet outi, ha pere so merquet er Gredo.

Da guenta, an Ilis a J. C. a so unan, unam, rac quement den a so enni ne reont nemet ur societe, ur c’horf dindan ur penn peini eo on tad santel ar Pap ; rac n’o deus nemet ur memes fe, ur memes sacramancho, ur memes esperanç. An arc’h a Noë, ar saë ep groui a J. C. a discoe penaus n’en deus nemet un Ilis. En effet, n’en deus nemet un Doue, parconsequant ne ell bezàn nemet un Ilis, hac an oll Dado santel a lavar ema emaez a hent ar silvidiguez piou benac en em separ a unite an Ilis. Quement-se a so un articl a fe.

D’an eil, an Ilis a so santel ; rac santel eo o chef J. C., santel e doctrin, santel e sacramancho : inutil e ve clasq santeles nemet enni, rac anez ar fe n’en deus quet a santeles.

D’an drede, Ilis J. C. a so catholiq pe universel ; car par-tout e tap : en pep lec’h e heus, e vezo pe e heus bet ur societe a gristenien dindan