Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
67
Treguer.


G. Perac eo hanvet an Ilis catholiq, pe universel ?

R. Abalamour ma eo disperset dre ar bed universel, ha ma pado bete fin ar bed.

G. Perac eo hanvet an Ilis apostoliq ?

R. Abalamour ma eo fondet gant an Ebestel dre ho goat hac ho Doctrin.

G. Piou en deus conservet bete vremàn en Ilis doctrin an Ebestel ?

R. An Esquibien pere so heriterien d’an Ebestel.

G. Perac eo hanvet an Ilis Romæn ?

R. Abalamour ma eo gouvernet gant ar Pap a Rom.

G. Petra signifi communion ar sænt ?

R. Ur gommunaute a vado spirituel entre ar re eus ar Gristenien a so mempro eus an Ilis.

G. Petra eo ar mado spirituel-se commun da vempro an Ilis ?

R. Merito J. C. ha re ar sænt а so en Env ha voar an douar.

Eus an Ilis.

Ar guer a Ilis a so grec, hac a signifi assambli, assamble, compagnunez, societe. Evel-se an Ilis eo.

Ar bobl christen unisset dre ur memes fe hac ar memes sacramancho, ha gouvernet gant on tad santel ar pap, viquæl general da J. C., chef visibl eus an Ilis, successeur da S. Pêr, ha gant an Esquibien.

Teir Ilis so, pe evit laret-guell, tri stad so enni.