G. Petra eo an Ilis ?
R. Аr bopl Christen unisset assambles dre ar memes fe, hac ar memes Sacramancho, ha gouvernet gant ar Pap, ha gant an Esquibien.
G. Piou eo ar Chef eus an llis ?
R. Jesus-Christ eo e Chef souveræn hac invisibl, hac e Chef visibl eo hon Tad Santel ar Pap, viquæl general da J.C. voar an douar.
G. Pet Ilis so ?
R. N’en deus nemet ur guir Ilis en pehini epquen e c’heller en em sauvetaat.
G. Perac n’en deus nemet ur guir Ilis ?
R. Abalamour n’en deus nemet ur guir religion hac ur guir Doue.
G. Pehini eo ar guir Ilis en pehini epquen e c’heller en em sauvetaat ?
R. An Ilis santel, catholiq, apostololiq ha romæn.
G. Perac eo hanvet an Ilis santel ?
R. Abalamour ma eo santel e Sacramancho, ha n’en deus guir santeles nemet enni.