Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69
Treguer.

un chef visibl ; e doctrin a so, a vezo pe a so bet prezeguet dre ar bed universel hac en pep amser e vezo catholiquet. Rei a rin dac’h, eme an Tad eternel d’e Vap divin, an oll nationo evit partaich, hac o tomination a vezo voar an douar en antier.

D’ar pevare, Ilis J. C. a so apostolïq ; rac fondet pe cimantet eo gant an Ebestel dre ho goad hac o doctrin : rac ar Pap hac an Esquibien catholiq a disquen ep interruption eus an Ebestel, pere o deus-ê etablisset evit gouven an lIis, evel ma voant ii o unan etablisset gant J. C. An Ilis a so apostoliq, rac cridi hac enseigni a ra ar memes doctrin evel an Ebestel, rac gouvernet eo gant heriterien an Ebestel.

Eus an oll Iliso pretantet n’en deus nemet an Ilis Romen ous peini a apparchant ar pevar merq a vouir Ilis un Doue, a bere e comsomp ; rac muyoc’h a etandu e deus er broyo oll evit ar societeo a heretiquet ha schismatiquet separet. N’en deo quet evit ur rouantelez, un nation epquen, bezàn e deus partout bugale ha pastoret. Hi epquen a gonserv an oll guirioneo a fe, hac a gondaon an oll erreurio. Enhi epquen eo conservet ar succession eus an Ebestel ; rac aboue an Ebestel na eller quet henvel un amser en peini e ve commancet an Ilis romen ; gallout a rer er c’hontrel henvel an deiz, ar bloas en peini eo commancet an Iliso nevez ha faus, pa zeo a fe penaus n’en deus nemet ur guir Ilis. Chomomp ferm ha fidel voar ar mên voar beini en deus J. C. fondet e Ilis, pe adieu hon silvi-diguez.

Eus a buissanç an Ilis.

Constitution Ilis un Doue, an amser en peini