norant ar fæçon da difen o fe, ha da regli o buez voar hini Jesus-Christ hon mæstr divin. Evit-se, meditet ha comprenet ho Catechis, peini a fournisso dac’h un abrege a doctrin Jesus-Christ, hac a gomportamant guir vugale hon mam santel an Ilis. Evit o sicour voar ur poent a beini e tepant o silvidiguez, recevet ha studiet an abrege peini a offràn d’ach eus a explication ho catechis. Ber eo evit guir an explication a roàn, mæs sur eo, rac fontet eo voar ar Scritur-Sacr, ar c’houcillo, an tado santel hac ar ræson. Bras eo ar gorruption, mæs misericord an Autrou Doue a so infinit. S. Paul a lavar dimp penaus e arruo un amser en peini an dud no c’houlennont muy anduri ar guir doctrin a Jesus-Christ ; penaus douguet da selaou an neventeo e prestont o diou scouarn d’ar gaou, d’ar vanite, d’ar c’hontadello ; evit o seri ous ar virionez. Doue da distroio divoarnomp un hevelep maleur ! Sevomp on c’halono bete an env. Ne’n eo quet permetet dimp, eme S. Pêr, dissimuli na nac’h on fe ; ha mar plich gant Doue ober dimp soufr poan, eo guel dimp soufr oc’h ober ar vad, evid na ve oc’h ober an drouc. Couraich eta ; mar on deus bet ar maleur da drahissa on fe, songeomp penaus n'on deus quet ar guir d’e regli hervez on fantasi, mæs hervez ma zeo ordrenet dre on mam santel an Ilis, Priet Jesus-Christ voar an douar. Pliget gant an Tad a vouir sclærigen hac a gonsolation, rei dimp-oll an anaoudeguez eus e lezen, hac ar c’hraç da accomplissa fidelamant e goms divin, eus a beini an explication a ro sclærigen hac ententamant d'ar re vian. Me en desir eus a greis ma c’halon.
Pajenn:Catechis, 1817.djvu/7
Neuz