AR vugale eo al loden preciussa a Ilis an Autro Doue. Oute e apparchant rouanteles an Env. Piou benac a guemer ar boan d’o instrui, en deus ar gonsolation, ous o formi d’ar vertu, d’o renta quen lies a doctoret hac a breceptoret eus un infinite a re-all.
Tado, mamo, mæstro, mæstreset, ha c’hui pere a ra scol, songet er gont o pezo da renta da Zoue, peini, pa roas e lezen d’ar bobl, a gargas an tado d’e explica d’o bugale. Recevet eta hac obeisset d’ar gourc’hemen-se : biscoas na voe brassoc’h an ezom a instruction. Ur speret a ourgouill hac a debordamant en deus goloet ar bed-màn a væs, a valeur, a gorruption, hac an ignoranç eus ar religion a so caus a guement-se. Certen sperejou superb, aheurtet, arrogant, a falveze deze, evel Lucifer, sevel bete an trôn a Zoue evit e insulti, ha goulen digantàn cont eus e obero ; blasphemi a reent au env hac au douar, evel pa vent sortiet eus an ifern evit distruja ar religion gristen ; ha Doue na ro e c’hraço nemet d’ar sperejou humbl ; o refus a ra d’an dud ourgouillus. N’en deo quet ervit combati sort tud e comsàn ; mil gueich e zint bet confondet ; mæs evit soulagi ho calono mantret, ha rei dac’h un certen alc’hue evit antren er studi eus ar guir religion, hon c’honsolation voar au douar, hac an guir assuranç eus an eternite evurus. Ur religion fontet gant Doue, a dal hac a verit ar boan da veza anavezet, ha maleur d’ar re a negligeo an dever-se. Penaus en effet e hallo ur c’hristen obliget da veva en creis an erreur hac ar gorruption, en em breservi, ma ne deu da disqui ha da guemeret en scol J. C. ar remejo a enep ar gaou hac ar goal exempl ?
Clesquet eta, christenien, ha disquet d’ar re ig-