Pajenn:Catechis, 1817.djvu/5

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
2



Cantic quent ar C’hatechis.

EN hano an Tad eternel,
Jesus e Vap celestiel,
Hac ar Speret Santel ive,
Tri pherson er memes Doue.

Reit-din, ma Jesus biniguet,
Ur speret douç, humbl ha parfet,
Evit gallout disqui erfad
Ar c’hatechis hervet ma noad.

Reit-din ar c’hraç ma comprenin
Ar pez a vo expliquet din ;
Ha goude e vezàn disquet,
Ar c’hraç d’en praticàn bepret.



Goude ar C’hatechis.

M’Ho trugareca, ma Jesus,
Dimes ho toctrin precius ;
Ispicial eus an hinin
A so bet disquet amàn din.

Pardonet din, o ma Autro,
Ma oll dissipationo ;
Na sellet quet ouzin : allas !
Ne’n dôn nemet ur buguel c’hoas.

Ur c’hrouadur a vo collet,
Mar goar ar mad ha ne’r gra quet ;
Dre ma tisquer din ho lezen,
Ma gred ive furroc’h christen.

FIN.