Pajenn:Catechis, 1817.djvu/8

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ





CATECHIS
TREGUER.

Declatatio sermonum tuorum illuminat, et intellectum parvulis. Ps. 118. 130.
An explication eus ho comso, o ma Doue ! a ro sclærigen hac ententamant d’ar re vian.


PREPARATION.
I. quentel.
Voar ar C’hatechis.

Goulen. HA c’hui so christen ?

Respond. Ya, a drugare Doue.

G. Piou eo an hini a dle bezàn hanvet christen ?

R. An hini so baedezet, a gred hac a ra profession eus an doctrin christen.

G. Petra eo an doctrin christen ?

R. Doctrin Jesus-Christ.

G. Нac èn so necesser gout a praticàn an doctrin christen ?

R. Ya, mar fell dimp bezàn salvet.

G. Pelec’h e tisquer an doctrin christen ?

R. Er c’hatechis.

G. Petra eo ar c’hatechis ?