Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/46

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
43
Treguer.

pedi. An disquibien o retorn dre vor da Vetsaïde, evel m’en defoa ordrenet, a voe surprenet gant un tempest en creis ar mor. Jesus a guerzas voar ar mor ; a deuas d’o c’havet, o c’hassuras, a appæsas an tempest hac a eure ive da S. Pêr querset voar an dour. Jesus ne zeas quet er bloas-se da Jerusalem ; na c’houlennas quet contanti curiosite Herodes peini en devoa c’hoant d’en guelet. C’hoant en defoa da rei repos d’e disquibien eus ar boan o defoa bet. Tremen a eure en Tyr hac en Sidon ; er vro-se e cafas ar Gananeen, peini dre he fe, e humilite hac e ferseveranç, a obtenas ar yec’het. Ar Judevien a falveas deze e labei gant ar vein ; en em retira a eure : voar e hent e cafas un den ganet dall ; rei a eure dezàn ar guelet.

Choas a reas daouzec ha tri-uguent disquib evit o c’hass daou a daou partout er lec’h ma tremen-se. Continui a reas e bredication hac e viraclo. Dont a ra en Bethani, tost da Jerusalem evit resuscita Lazar. Pasq a voa arru, ha Jesus a voa resolvet da soufr ar maro. Antren a ra en triomph en Jerusalem. D’ar Yaou quent e bassion, e cassas daou eus e Ebestel evit prepari ar repas eus an noan paschal. Lavaret a ra deze penaus unan aneze en trahisso. An diaoul a antreas en calon Judas peini a sortias ractal. Jesus a lavaras dezàn, groet, Judas, promptamant ar pez a songet. Consoli a ra e Ebestel, prometi a ra deze ar vuez eternel, ar Speret Santel, ha penaus e vezo bepret gante. Pedi a ra e Dad evitàn e-unan, evit e Ebestel, hac anfin evit quement a gredo ennàn. Tremen a ra ar Cedron ; mont a ra bete menez Olivet ; antren a ra er jardin hanvet Gethsemani, en pelec’h e ouie er-