Pajenn:Catechis, 1817.djvu/47

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
44
Catechis

fad e tlefoa Judas dont d’en c’hlasq evit en livrat d’ar Judevien. Jesus a lez e Ebestel a gostez ; pedi a ra gant quement a ners, quen a c’huez an dour hac ar goad. Cavet a ra e Ebestel cousquet. Judas a antre gant ar Judevien. Jesus a c’houlen : piou a glesquet-u ? Voar ur goms quen gracius e leverjont : Jesus a Nazareth. Me eo, eme Jesus. Tout evel pa visent scoet gant un taul curun, e coesjont d’an douar. Jesus contant da veza discoet e varv volontairamant, o lez da sevel ha d’en quemeret.


Abrege en cantic a Sarmon ar Mênez, voar an eis evurustet. S. Vaze, 5.

1.
Disquet erfad an eis quentel
A voe disquet d’an Ebestel,
Gant Jesus-Christ guir vap Doue,
P’o c’hinstruas voar ar menez.

2.
Evurus, eme Salver ar bed,
Eo an nep so paour a speret ;
Rac apparchanti a ra oute
Ar rouantelez eus an Eê.

3.
Evurus ar re douç a galon ;
Hac a drec’h voar ho fassion ;
Beva a raïnt contant en douar,
D’ar barados e zint d’ar gloar.

4.
Evurus ar re a deu da voelàn ;
Depourvu a joa er bed màn,
Consolet vezint gant Doue
En durant an eternite.