Pajenn:Catechis, 1817.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
42
Catechis

celebri an eil Pasq goude e vadiziant ; instrui a eure ar bobl ; un deiz sadorn pe Sabat ar Judevien, e voellaas ur paralitic hac un den peini en defoa un dorn sec’h. Ar pharisianet a voe scandaliset a guement-se. Jesus evit evita ho furor, en em dennas var-zu ar mor a c’halilee ; heuillet a voe gant un nornbr bras a dud. En em den a eure voar ur menez en pelec’h e choasas daouzec eus e Disquibien, da bere e roas an hano a Ebestel, da lavaret eo, an hano a dud casset : rac cass a dlefoa aneze evit prezeg an Aviel dre ar Judee, ha goude dre ar bed oll. Jesus a dremenas er beden an noz quent evit ma choasas e Ebestel, evit discoe penaus e tleer en em brepari evit choas epad an amser heriterien an Ebestel. Chetu amàn ar choas a eure Jesus. Ar c’henta voe Simon Pêr ; ar re-all, Andre ; Jacques ha Yan, mibien Zebedee, Philip, Bartholemi, Maze, Jacques map Alphee, Jude, Simon ha Judas Iscariot, peini a drahissas Salver ar bed. An oll Ebestel se a voa eus ar gommun, ep sicour na studi. Jesus ho choasas evel-se evit discoen e c’hallout hac evit ne vise gallet attribui netra deze eus a etablissamant ar religion hac an Ilis, ha ma vise dre eno obliget an oll da hanaveout obero Doue ha non pas re an dud. Jesus a eure ur sarmon bras hanvet sarmon ar menez. Ober a eure nombr a viraclo : goellaat a eure un den laour ha servicher ar c’hantenver. Neuse e cassas e Ebestel daou a daou evit prezeg er Judee ar binigen hac an Aviel. Jesus a brezegas en Galilee ; pemp mil den en selaoue : ober a eure en o faveur ar miracl eus ar pemp bara ha daou besq. Ar bobl en admiration a falveas dezàn e ober Roue. Jesus en em dennas voar ar menez evit