Pajenn:Catechis, 1817.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
41
Treguer.

surmontet ha collet. Voar yun Jesus, eme an Tado santel, o deus an Ebestel instituet ar yun eus ar c’horaïs. Jesus goude e yun en defoa naon. Satan en tentas ; mæs Jesus a rentas prompt mezus ha confus ar speret tentateur, hac en chasseas. Jesus, eme S. Paul, en deus permetet bezàn tentet, evit hon sicour en dentation, hac evit disqui dimp penaus ar yun hac ar beden eo an armo a bere e tleomp en em servichi evit bezàn victorius voar an dentation. Jesus goude bezàn chasseet ar speret tentateur, a voe servichet gant an Ælez. Sortial a eure eus an desert evit prezeg an Aviel epad voar dro tri bloas ha tri miz. Tremen a eure en Galilee gant Philip, peini a digassas dezàn Nathanaël. Jesus a voe presant en heured Cana en Galilee, er lec’h ma eure e guenta miracl en ur chanch an dour en guin en requet e vam santel. A c’hane e zeas da Jerusalem, en pelec’h a eure cals a viraclo. Tremen a eure dre ar Judée : e disquibien a vadeze ar bobl dre e urz. O tremen ar vro a Samari, e convertissas ur vroec, hac e c’himpligeas daou deiz evit convertissa ar bobl. Er guær a Gana e voellaas eus an derjen merc’h un officer da Herodes. Eus a Gapharnaüm Jesus a dremenas en Galiiee, a voellaas mam gaër S. Pêr, hac a eure un nombr bras a viraclo all. Voar an dour a Genezareth e commandas d’an tempest cessi : er vro-se e tilivras daou den possedet. Retorn a reas da Gapharnaüm : en pelec’h e voellaas ur paralitic, e c’halvas S. Vaze eus e banco evit e heuil, e voellaas ur vroec peini e defoa ur c’hol goad, e resuscitas merc’h Jaïre, hac e eure cals a viraclo-all, Jesus en em rentas en Jerusalem evit