Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
40
Catechis

un hent-all. Herodes furius da vezàn tromplet gant ar Rouanez, a ordrenas massacri an oll vugale a Vethleem ha tro voar-zro bete an oad a daou vloas. Mæs ar famil santel a yees en Egipt evit evita persecution Herodes. Goude maro Herodes, er rên Archelaus, Mari, Jesus ha Joseph a retornas da Nazareth el lec’h ma choment ordinal. Jesus en devoa evit Mari e vam ha S. Joseph e dad maguer, pep sort respet ha soumission, ha chom a eure eno bete an oad a voar dro tregont vloas. En oad a daousec vloas e tisputas en templ ous an doctoret, hac e cargas an oll a admiration, peguement benac n’en devoa quet disquet lenn. Mont a reas Jesus da gavet S. Yan en desert, tost da rivier jourdan, evit bezàn badezet. N’en devoa quet ezom a guement se : n’en devoa nac ar pec’heet originel na pec’het-all ebet, mæs c’hoant en devoa da autorisa badiziant Ian, da renta santel an dour eus ar vadiziant, ha da rei ur merq bras eus e divinite, na penaus e voa guir map Doue. An houabren en em digoras, ar Speret-Santel a disquennas evel ur goulm, hac ur voez a voe clevet o lavaret : Hennez eo ma map muyàn carer. Goude e vadiziant, Jesus conduet gant ar Speret-Sanel en em retiras en desert, en pelec’h e chomas daou-uguent deiz ha daou-uguent noz ep dibri. Tremen a eure an amser-se er yun, er beden, evit disqui dimp penaus goude m’or be bet ar c’hraq da vezàn purifiet dre an dour eus ar vadiziant pe ar sacramant a binigen, e tleomp caret ar retret, ar silanç, ar yun, ar beden, ar veditation ; ha penaus mar en em exposomp er bed ep bezàn precautionnet a enep an dentation,e heus risq evidomp da vezàn