R. Salocroas, n’en deo nemet e dad maguer.
G. Penos en deus gallet ar Verc’hes bezàn mam ha Guerc’hes assambles ?
R. Quement se a so ur miracl a buissanç Doue.
G. Pegouls e oe ganet hon Salver ?
R. Noz Nedelec da anter-noz.
G. Pellec’h e oe-èn ganet ?
R. Er guær a Vethleem en ur c’hraoüic dister.
G. Pe da deis e oe-àn circonciset hac e commanças scuill e oat evidomp ?
R. An deiz quenta ar blas, eis de goude ma oa ganet.
G. Pe hano a oë roet dezàn ?
R. An hano a Jesus, da laret eo Salver ?
G. Pe da deiz e oe-àn adoret gant ar Rouane ?
R. Deiz Goël ar Rouane, ar c’huec’hvet a vis Guenver.
G. Pe da deiz e oe-àn presantet en Templ ?
R. An eil deiz a vis c’hoevrer de Goël ar Chandelour.
G. Pellec’h e tremenas hon Salver an darn vuyàn e vue ?
R. Er guær a Nazareth.
G. Petra eure hon Salver eno en queit-se gant Sant Joseph hac ar Verc’hes ?
R. Obeissàn deze, ha prezec dre exempl о c’hortos prezec dre gomso.