Pajenn:Catechis, 1817.djvu/41

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
38
Catechis


G. Pe noat en defoa hon Salver pa gommanças da brezec, ha da ober miraclo ?

R. Voar dro an noat à dregont vloas.

G. Petra en deus-àn disquet dimp-nîn dre e bredication ?

R. An hent da vont d’ar Barados.

G. Na dre e viraclo ?

R. E oa guir vap Doue, hac e oa guir e zoctrin.

HISTOAR.

Doue a gassas an Æl Gabriël er guær a Nazareth en Galilee, da ur verc’hes hanvet Mari, peini e devoa evit priet un den hanvet Joseph, a famil ar Roue David. An Æl o vezàn antreet el lec’h ma voa ar verc’hes, a lavaras dezi : M’ho salud, leun a c’hraç, an Autro Doue so guenac’h. Maria voe troublet dre ar c’homso-se. An Æl a lavaras dezi : N’ho pezet quèt aon, Mari ; concev ha guenel a refet ur buguel, da beini e rofet an hano a Jesus. Bras a vezo, ha hanvet map an oll c’halloudec. An Autro Doue a roïo dezàn trôn David e dad : rên a raï eternellamant voar dy Jacob, hac e rên a vezo hep fin. Ar verc’hes santel a c’houlennas digant an Æl penaus e alge quement-se arruout ganti, hi peini n’e devoa commerç gant den. An Æl a respontas dezi : dre operatioh ar Speret-Santel e c’harruo quement-se. Ar vertu eus an oll c’halloudec ho coloïo eus e sceut, hac ar froez santel a goncevfet, a vezo hanvet map Doue, da beini ne eus netra impossibl. Mari a respontas : me so servicheres an Autro ; ma vezo greet em andret evel m’hoc’h eus an-