Pajenn:Catechis, 1817.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
36
Catechis

delivra an tado santel, pe ar Sænt eus al lezen ancien.

Bezàn so peder propheci principal voar doediguez ar Messias. Evit abregi na rin nemet o henvel. Ar c’henta, hini Jacob er Geness, ch. 49. An eil, hini ar prophet Damel, ch. 9. An drede, hini ar prophet Aggee, ch. 2 ; hac ar pevare, hini ar prophet Malachie, ch. 5. Ur prophèt a so ur personaich inspiret gant Doue evit annonç certen treo libr pel amser quent evit ma c’harruont. Doue hepquen a ell hanaveout an amser da dont. Bezàn eus c’hoas ispicial nao propheci, pere a verq bete an distera circonstanç a vuez, a regn, a varo, a resurrection hac asçansion J.C. hon Redampteur. Ar Judevien a so c’hoas testo beo a incarnation Map unic an Tad eternel evel eus ar maro cruel en deus soufret voar ar Groas evidomp oll. Goude ar guentel a heuil, e continufomp an histoar a incarnation Jesus-Christ.



V. QUENTEL.
3. Art. Pehini so bet concevet dre c’hraç ar Speret-Santel, so bet ganet gant ar Verc’hes Vari.
Conception ha Nativite hon Salver.

G. Pe da deiz e zeo concevet hon Salver ?

R. Ar bempet de varn-uguent a vis meurs, de oel an Annonciation.

G. Pellec’h oa ar Verc’hes pa goncevas hon Salver ?

R. En Judee er guær a Nazareth.

G. Sant Joseph hac èn so Tad naturel d’hon Salver.