R. An eil Pherson eus an Dreindet Santel,
Ar Verb divin, Map an Tad eternel,
A gredàn ferm a so en em c’hroet den,
Ma esperanç a so ennàn epquen.
Ar pez a leveromp en diou quentel-màn a so tout tennet eus ar Scritur sacr. Necesser eo dimp gout an histoar eus hon zad, hon breur hon redampteur, hon c’honservateur, hon au-tro, hon barner. Goude pec’het hon tad quenta, Doue a brometas ur Redampteur d’an douar. Ar liberateur-se a arruas voar dro pevar mil bloas goude ma voa bet prometet. Doue a lesas quen hir amser da dremen, evit ober d’an dud santout guel an ezom hac ar bris eus hon Redampteur divin, eit ober deze huanadi ha desirout evel o deus groet ar Sænt el lezen ancien, an arru prompt a Vap Doue incarnet. Anfin Doue a lezas da dremen ar spaç amser-se evit-prouvi hac annonç dre ar prophetet pel amser diaroc, peguen caër ha peguen glorius e voa al liberateur-se, en ur annonç e c’hinivelez, e vuez, e varo, e enteramant, e resurrection, e asçansion hac ar chanchamant a dlefoa da ober voar an douar. Epad an amser se, da laret eo aboe pec’het Adam bete donediguez ar Messias, e voa sauveteet an dud dre ar fe en Jesus-Christ da donet, peini a dlefoa effaci ar pec’hejo cometet quent ha goude e zonediguez. Mæs ar Sænt eus an Testamant ancien ne ellent quet antren er gloar : perger an env a voa serret, den nemet ar Verb incarnet ne elle o digueri ; evel se ine J. C. a disquennas el limbo goude e varo er Groas, evit consoli ha