Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/37

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
34
Catechis


R. Quemeret ur c’horf hac un ine evel on heus-nîn.

G. Pellec’h en deus-àn quemeret ar c’horf hac an ine-se ?

R. En coff chast ar Verc’hes Vari dre operation ar Speret-Santel.

G. Pe hano en deus Map Doue, pehini so en em c’hroet den ?

R. Jesus -Christ hon Salver, guir Doue ha guir den assambles.

G. Pellec’h emàn bremàn J.C. ?.

R. Evel Doue emàn dre oll ; evel Doue ha den assambles emàn er Barados, hac en sacramant an auter.

G. Perac e-àn hanvet Salver ?

R. Abalamour men deus sauveteet a c’hanomp dre e varo voar ar Groas.

G. Cals a obligation eta hon heus da Jesus-Christ ?

R. Allas, panevertàn e oamp oll collet.

G. Piou en defoa collet a c’hanomp-nîn ?

R. Hon Tad quenta Adam er Barados terrestr.

G. Petra eure Adam ?

R. Dibri un tam aval.

G. Perac e oa pec’het dezà dibri un tam aval ?

R. Abalamour ma oa difennet outàn gant Doue.

G. Gred un act a fe voar myster an Incarnation ?