Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/36

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
33
Treguer.


R. Da laret eo e credan ive en J.C.

G. Perac e leret-u, e vap uniq ?

R. Abalamour n’en deus nemet J.C. a ve dre natur map da Zoue.

G. Perac e hanvet-u J.C. hon Autrou ?

R. Abalamour m’en deus hon c’hroüet hac hon prenet.

G. Petra eta eo Jesus-Christ ?

R. An eil Pherson an Dreindet, Map Doue incarnet.

G. Petra signifi en em incarni ?

R. Da laret eo, en em ober den.

G. Petra eta eo myster an Incarnation ?

R. Ur Myster eo en pehini an eil pherson an Dreindet a so en em c’hroet den.

G. Leret din c’hoas pet Person so en Dreindet ?

R. Tri, an Tad, ar Map, hac ar Speret-Santel.

G. Pehini an tri pherson divin-se a so en em c’hroet den ?

R. An eil pherson, Doue ar Map.

G. An Tad hac en so ive en em c’hroet den ?

R. Salocroas.

G. Ar Speret-Santel hac en so en em c’hroet den ?

R. Salocroas, Map Doue epquen, an eil pherson an Dreindet a so en em c’hroet den.

G. Petra en deus-àn groet evit en em ober den ?