Pajenn:Catechis, 1817.djvu/35

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
32
Catechis

c’horf a so sujet d’ar maro ha d’ar gorruption ; an ine a so spirituel hac immortel : ar fe hac ar ræson en lavar dimp ; rac ma perisse hon ine evel hon c’horf, n’en deus religion ebet. N’en em arretin quet da respont d’an atheet, d’ar philosophet sot, d’ar materialistet ; ho c’halon a ro ar gaou d’ar pez a brononç ho gueno a enep immortalite an ine. Mar deo, evel na eller quet en nac’h, speret an ine, eo immortel ; netra na ell perissa nemet ar pez a ell bezàn diviset, separet, partaget, corrompet : or ar speret n’en deo quet composet a lodenno ; simpl hac unan eo ; na ell quet eta perissa, pe finissa, pe mervel. Certen eo penaus hon ine a so speret pe spirituel. Ar matier n’en deo quet capabl da sonjal : or bezàn hon deus en pep-hini ac’hanomp un dra benac peini a sonch, a gompren, a sant, en deus memoar, ha quement se eo hon ine. Bezàn eo eta spirituel, ha parconsequant, immortel. Truez am eus ous an dud sot, pere evit en em distingui dious ar re-all, a ra mez an natur. Ma carfe pep-hini interrogi e galon, net a coprruption, e cafo enni ar santimant imprimet eus a immortalite an ine, evel ma zeo credet dre ar bed universel. En laret hon deus-àn deja.



IV. QUENTEL.
Voar ar Gredo.
2. Art. Hac en Jesus-Christ e Vap uniq hon Autro.
Myster an Incarnation.

G. Petra signifi ar c’homso hac en Jesus-Christ e vap uniq ?