Pajenn:Catechis, 1817.djvu/34

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31
Treguer.

Doue. Goulennomp assistanç an Ælez mad a enep maliç hac artifiço an drouc-speret ; rac mar domp divoallet gant an Ælez mad, Doue a bermet ive ma zomp attaquet gant an drouc-Ælez, pere en em revoltas a enep dezàn. Bezet sobr ha vigilant, eme S. Pêr ; rac an diaoul oc’h ennemi a so en dro dac’h evel ul leon furius, o clasq unan benac da devori. Ne selaouomp jamæs eta an adversour-se eus hon silvidiguez, peini a implich e oll valiç evit hon c’holl. Combatomp, rac Doue en deus roet dimp pep sort sicour evit ar victoar. Mar collomp, n’or bezo quet a excus. An drouc sperejo a soufr oll boanio an ifern : quement-se na ampech quet na so cals a neze er bed-màn ; evit-se e zint hanvet gant S. Paul ar puissanço eus an ær. Quent evit donediguez hon Salver, ho nombr hac ho maliç a voa bras, ha bepret e zint occupet da vlasphemi Doue, da dourmanti ar re daounet en ifern, ha da denti ar re veo voar an douar. An dour biniguet, sign ar Groas, an invocation a Jesus ha Mari a deu d’o chasseal ba d’on renta victorius. Henor, respet hac obeissanç d’on Æl gardien na dremenomp jamæs deiz ebet hep en pedi da gavet sourci ac’hanomp.

Doue en deus crouet an den corf hac ine.

Er c’huec’hvet deiz, evel m’on deus-àn deja laret, Doue a grouas an den hanval outàn, hac a roas dezàn speret, ententamant, bolonte, liberte, hac un ine immortel. Corf an den a voe formet eus an douar, hac a recevas ar vuez dre an ine a roas Doue dezàn. Ine ar vroec a voe evel hini an den, formet eus a netra ; mæs Doue a digassas ar gousquet d’an den, hac a dennas unan eus e gostenno evit formi ar plac’h. Ar