Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26
Catechis

un natur divin, non-obstant ma so tri pherson en natur divin-se, an Tad, ar Map, bac ar Speret-Santel. Jesus-Christ pa gassas e Ebestel evit instrui ha badezi an nationo, a lavaras deze en ober en hano an Tad, hac ar Map, hac ar Speret-Santel ; ar pez a discoe sclær e c’heus tri pherson en Doue, hac un natur divin hepquen.

2. Pep hini eus an tri pherson divin a so veritablamant Doue peguement benac na vent o zri nemet un Doue hepquen.

3. An tri pherson divin a so egal en pep tra tout.

4. Ne dleer quet separi an natur divin eus an tri pherson : quement-se a ve un erreur condaonet ; pep person eo an natur divin hep division na separation.

5. Ar map a so angeandret gant an Tad, da laret eo, n’en deus quen princip nemet an Tad.

6. Ar Speret-Santel a deu eus an Tad hac ar Map.

Alies e ve attribuet d’ur person epquen eus an Dreindet adorabl, ar pez so commun deze o zri. Dre exempl, d’an Tad e ve attribuet an oll c’hallout, abalamour ma zeo ar princip eus ar Map hac ar Speret-Santel, da bere e communiq e oll c’hallout hac e oll berfectiono, en ur gommunica e natur divin. D’ar Map e ve attribuet an œuvro eus ar furnez divin, abalamour ma zeo ar furnez eternel eus an Tad. D’ar Speret-Santel e ve attribuet an œuvro a vadelez hac a garantez, abalamour ma zeo carantez an Tad hac ar Map. Mæs an obero-se tout a so commun d’an tri pherson ; rac an natur divin na ell quet bezàn partaget evel-se : pa recevomp Jesus--