Mont d’an endalc’had

Pajenn:Catechis, 1817.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27
Treguer.

Christ er gommunion, e recevomp ive an Tad hac ar Speret-Santel.

REMARQ.

An Ilis dre ar formulen-màn peini a hanver Doxologie, Gloria Patri, etc., pe gloar d’an Tad, ha d’ar Map, ha d’ar Speret-Santel, a rent san-cess henor ha gloar d’an Dreindet adorabl. Ar c’hantico, an hymno, ar psalmo, an oræsono a so tout adresset d’an Dreindet. An oll Oferenio, an oll Sulio ha Goelio a so tout evit henori an Dreindet adorabl. Ar Sul goude ar Pentecost a so specialamant consacret evit excita hon fe, hon c’harantez, hon adoration evit an Dreindet adorabl. Stephan Escop a Liege (910) a eure dressa an ofiç a Sul an Dreindet. Doue an Tad en deus hon c’hrouet, Doue ar Map en deus hon frenet, Doue ar Speret-Santel hon rent santel. Fe, enor, gloar ha meuleudi d’an Dreindet santel hac adorabl epad an amser hac an etemite. Amen. Greomp eta alies acto a fe, a adoration hac a garantez voar ar myster bras-màn, evit m’or bezo un deiz ar bonheur da gontempli epad an etemite, hon Doue muya caret, en palæs an Dreindet. Amen.



III. QUENTEL.
Voar ar Gredo.
Suit eus ar 1 Art. Croüer d’an Env ha d’an Douar.

G. Laret a red eo Doue Croüer d’an Env ha d’an Douar, ha nen deus-àn croüet nemet an Env hac an Douar ?

R. Croüet en deus ive an Ælez, an dud, ha quement tra so tout.