G. Pehini aneze o zri eo ar c’hossan, hac ar puissantan ?
R. Egal int o zri en peb tra.
G. Penos e c’hell c’hoarveout ma int unan ha tri assambles ?
R. Ur myster eo a dleomp da gredi ha da adori, ep gout penos e c’hell c’hoarveout.
G. Leret din bremàn petra eo an Dreindet ?
R. Un Doue en tri Pherson distinct, an Tad, ar Map, hac ar Speret-Santel.
G. Gred un act a fe voar Myster an Dreindet ?
R. Mên a gred ferm tri Pherson en Doue,
О zri distinct an eil eus eguile,
An Tad, ar Map, hac ar Speret Santel ;
Er greden-se e tesiràn mervel.
Dre ar guer a Vister, e c’hententer ar guirioneo eus ar religion, pere so dreist hon ræson : rac ar pez a gomprener n’en deo quet myster. Douguen a reomp pep hini ac’hanomp ur represantation eus ar myster adorabl eus an Dreindet : hon ine, e songeo, e desir, e garantez, pere so tri zra distinct en unan hepquen. Mæs credomp, adoromp hep curiosite. Ar myster eus an Dreindet adorabl eo ar principala eus hon religion santel. Ranfermi a ra cals a articlo a fe ; chetu amàn ar re principala.
1.° Bezàn a so un Doue en tri pherson, da c’houzout eo penaus n’en deus en Doue nemet