Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24
Catechis
II. QUENTEL.
Voar ar Gredo.
Suit eus ar 1 Art. An Tad oll galloudec, etc.
Myster an Dreindet.
G. Perac e leret-u, Doue an Tad ?
R. Abalamour ar c’henta Pherson eus an Drindet a so hanvet Tad.
G. Perac ê-zân hanvet Tad ?
R. Abalamour m’en deus ur map egal dezàn.
G. Perac e leret-u, an Tad oll galloudec ?
R. Abalamour e c’hallout so infinit.
G. Pet person so en Doue ?
R. Tri, an Tad, ar Map hac ar Speret-Santel.
G. An Tad, hac-èn so Doue ?
R. Ya, an Tad so Doue.
G. Ar Map hac-èn so Doue ?
R. Ya, ar Map so Doue.
G. Ar Speret-Santel hac-èn so Doue ?
R. Ya, ar Speret-Santel so Doue.
G. Tri Doue int-y ?
R. Salocroas, ne dint o zri nemet ar memes Doue.
G. Perac an tri pherson divin ne dint nemet ar memes Doue ?
R. Abalamour n’o deus o zri nemet ar memes natur divin, pe ar memes divinite.